Birvilh a zo gant an triad Ebel Elektrik, ur son brutal biskoazh kement all. Rock and roll diroll a darzh er sonadegoù. Ganto e vez laosket plas d’ar sonerezh war ar prim gant mareoù dic’hortoz. Arabat bezañ souezhet ma vezer kilhet gant barzhoniezh ar yezh vrezhoneg a c’heller klevet evel sorserezh Kobaien pe gwerzioù chamanek.

