Daou gamarad sistret-mat refuzet deus bep a doull noz… Betek ma echufent o kanañ kan ha diskan ‘barzh unan un tamm digoretoc’h eget ar re all. Istor gwir pe ijinet ? Piv oar ! Lors Jereg hag Antoine Canon a zo daou gamarad er vuhez pemdez atav, ha divizet o deus sevel un daouad kan ha diskan da gas plijadur deoc’h gant pozioù souezhus ha testennoù na glever ket alies, dastumet e bro Antoine – sod gant ar c’han, an dañs hag an hengoun – pe ijinet e spered tord Lors – a vez gwelet aliesoc’h war ar rouedadoù eget er festoù-noz. Spered ar c’han ha diskan evito ? Kontañ ar bed a vremañ gant tonioù ha dañsoù anamzerel, hag a-raok pep tra, chom hep bezañ sirius betek re !
