20:30
Duo du Bas
Pedet oc’h da veajiñ gant Hélène hag Elsa a-dreuz un avantur dreistordinal o kejañ ouzh ramzezed : maouezed dic’hortoz, divoutin, leun a denelezh. Kontet e vez ganto o istorioù o kanañ en o yezhoù : ar brezhoneg, an euskareg, an okitaneg, ar galleg, ar c’hastilhaneg…
Dizoleiñ
21:45
Ebel Elektrik
Birvilh a zo gant an triad Ebel Elektrik, ur son brutal biskoazh kement all. Rock and roll diroll a darzh er sonadegoù. Ganto e vez laosket plas d’ar sonerezh war ar prim gant mareoù dic’hortoz. Arabat bezañ souezhet ma vezer kilhet gant barzhoniezh ar yezh vrezhoneg a c’heller klevet evel sorserezh Kobaien pe gwerzioù chamanek.
Dizoleiñ
23:00
PNP&P
Un triad daou zen ha mekanikoù eo PNP&P. Kinnig a reont ur sonerezh habask, levezonet gant livioù ha luskoù ar sonerezh dub ha tekno. Lezenn ebet war al leurenn, ha chom hep sentiñ ouzh ar gevalaouriezh : setu spered an daou soner. Dizoloit ur barzhoneg dreistordinal ha leun a frankiz !
Dizoleiñ
Bilhederezh enlinenn
Entrée Mont e-barzh sonadegoù : 10€
Pass 2 zervezh Sonadegoù + Fest-noz (enlinenn hepken) : 15€