Ur skipailh tud a-youl vat emaomp, ul lodenn vras ac’hanomp a zo o chom e korn bro Gwitalmeze. Plijet bras emaomp gant sevenadurioù ar bed, al liammoù sokial hag ekologel. C’hoant zo bet ganeomp buheziñ bourk Gwitalmeze en ur aozañ ur festival troet war yezhoù ha sevenadurioù ar bed.
Savet eo bet ganeomp ar gevredigezh, EOR, (Diwar istor eor an Amoco Cadiz hag a zo staliet e porsal).