D'ar Sadorn 27 a viz Ebrel 2024

Fest-noz

Sal an Arkadi – Gwitalmeze

Fest-noz

20:45

Klervi hag Enora

A-ratoz-kaer evit ar festival eo bet savet un daouad berrbad gant Enora Coat ouzh ar violoñs ha Klervi Rouyer ouzh an delenn ! Seniñ a reont asembles tonioù hengounel kempennet diouzh o faltazi, en ur doueziañ piñsadennoù ha flouradennoù ar c’herdin.

Dizoleiñ

21:30 & 23:15

Kanon/Jereg

Daou gamarad sistret-mat refuzet deus bep a doull noz… Betek ma echufent o kanañ kan ha diskan ‘barzh unan un tamm digoretoc’h eget ar re all. Istor gwir pe ijinet ? Piv oar ! Lors Jereg hag Antoine Canon a zo daou gamarad er vuhez pemdez atav, ha divizet o deus sevel un daouad kan ha diskan da gas plijadur deoc’h gant pozioù souezhus ha testennoù na glever ket alies, dastumet e bro Antoine – sod gant ar c’han, an dañs hag an hengoun – pe ijinet e spered tord Lors – a vez gwelet aliesoc’h war ar rouedadoù eget er festoù-noz…

Dizoleiñ

21:45

Hamon Martin Quintet

Didostait da gleved Hamon Martin Quintet, un eured Hengoun, sonaozadur soutil ha birvilh an dañs. Pemp troad d’ar maout ‘mitio ? Tra ! Pa lavarer Pemp e Breizh Uhel e troer an diskouarn war-zu ar c’haner Mathieu Hamon gant e vouezh eus ar c’hondon, ar sonerien arroutet Erwan Hamon ha Janick Martin ambrouget gant lusk hesonius Ronan Pellen hag Erwan Volant…

Dizoleiñ

23:30

Tribe Brass Band

N’eo ket levezon ar funk an afrobeat hag ar rap az a da ober soubenn an tri zraig pa vez TBB war al leurenn ; ur strollad eizh sonner diwar batrom ar brass bands eus an Orleañs-Nevez. Awen tramor livet gant ar c’houevrennoù ha tonioù hengounel Breizh. Taolet didruez e vezot en dañs war-bouez dibarelezh ur son skeltr degaset gant nerzh garv ar maezhioù.

Dizoleiñ

Bilhederezh enlinenn

Mont e-barzh Fest-noz : 8€
Pass 2 zervezh Sonadegoù + Fest-noz (enlinenn hepken) : 15€

Mirout diouzhtu